E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Leviegezh 21:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne zisakro ket e ziskennidi e-touez e bobl. Me eo an AOTROU a santela anezhañ. |
E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Ar re-se a glaskas o marilhadurioù-lignez, met ne voent ket kavet, ha neuze e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic'hlan.
Rak kemeret o deus o merc'hed evito hag evit o mibien, hag ar ouenn santel a zo bet kemmesket gant pobloù ar broioù-mañ. Ha renerien ar bobl hag ar c'houarnourien a zo bet ar re gentañ oc'h ober ar pec'hed-se.
Ne gemeri eus e verc'hed evit da vibien, gant aon e verc'hed, oc'h en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù, na lakaint da vibien d'en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù.
Komz da holl vodadenn mibien Israel ha lavar: Bezit santel rak me a zo santel, me, an AOTROU ho Toue.
Ne gemero nag un intañvez, nag ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, nag ur wreg disakret pe aet da c’hast, met e kemero evel gwreg ur werc’hez a-douez e bobl.
Sellout a ri outo evel santel rak e kinnigont boued da Zoue. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.
lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho.
Juda en deus graet an droug, un euzhusted a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem. Rak Juda en deus disakret ar pezh a oa santelaet d'an AOTROU, ar pezh a gare, hag en deus dimezet gant merc'h un doue estren.
Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keñver gwreg ho yaouankiz.
Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez.
Rak an ozhac’h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac’h, anez da-se ho pugale a vije dic’hlan, e-lec’h bremañ ez int santel.