Leviegezh 20:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne gerzhot ket hervez boazioù ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h, rak graet o deus an holl draoù-se hag em eus euzh outo. |
N’en em saotrit ket gant tra ebet, rak dre an holl draoù-se eo en em saotret ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h.
Rak en holl draoù euzhus-se a zo bet graet gant tud ar vro hag a zo bet araozoc’h, hag an douar a zo bet saotret.
Ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ejipt ma hoc’h eus chomet enni, hag ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ganaan ma kasan ac’hanoc’h enni, ne gerzhot ket hervez o reolennoù.
Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.
Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.
N'eo ket en abeg da'z reizhder ha da eeunder da galon emaout o vont da berc'hennañ ar vro, met en abeg da zrougiezh ar pobloù-se eo e kas anezho kuit an AOTROU dirazout, hag evit kadarnaat ar gomz en deus touet an AOTROU da'z tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.