Ne zizoloi ket noazhder ur vaouez hag hini he merc’h. Ne gemeri ket merc’h he mab pe merc’h he merc’h evit dizoleiñ o noazhder, he c’hig eo, un torfed eo.
Leviegezh 20:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar kemer un den ur wreg hag e vamm, un torfed eo; devet e vint en tan, eñ hag int, evit na chomo ket an torfed-se en ho touez. |
Ne zizoloi ket noazhder ur vaouez hag hini he merc’h. Ne gemeri ket merc’h he mab pe merc’h he merc’h evit dizoleiñ o noazhder, he c’hig eo, un torfed eo.
Mar en em zisakr merc’h un aberzhour o c’hastaouiñ, e tisakr he zad; devet e vo en tan.
Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrañ va anv santel.
An hini a vo tapet o kaout eus traoù lakaet da verz a vo devet en tan, eñ a kement a zo dezhañ, rak torret en deus emglev an AOTROU ha graet en deus un euzhusted en Israel.
Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.