An AOTROU a ziwall an diavaezidi, derc'hel a ra an emzivad hag an intañvez, met diskar a ra hent ar re zrouk.
Leviegezh 19:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue. |
An AOTROU a ziwall an diavaezidi, derc'hel a ra an emzivad hag an intañvez, met diskar a ra hent ar re zrouk.
Ne wallgasi ket an diavaeziad ha n'en mac'hi ket, rak c'hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt.
He lodennañ a reot dre ar sord, evidoc'h hag evit an diavaezidi o chom en ho touez hag a vo tad da vibien en ho touez. Bez' e vint evidoc'h evel an henvroidi e-touez mibien Israel, hag o devo un hêrezh ganeoc'h e-touez meuriadoù Israel.
N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.
Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;
Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez?