Leviegezh 19:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne villigi ket un den bouzar ha ne lakai netra risklus dirak un den dall, rak e touji da Zoue. Me eo an AOTROU. |
Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.
Penn-kentañ ar furnez eo doujañs an AOTROU. An holl re a heuilh e c'hourc'hemennoù a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da viken.
Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.
Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.
Hini ac’hanoc’h ne raio gaou ouzh unan all, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU ho Toue.
N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur.
Milliget ra vo an hini a ra d'an dall en em goll en hent! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!
Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,
Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.