Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.
Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoù hag igromañserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.
Lakaat a reas ezañs da vogediñ e traonienn mab Hinnon, hag e lakaas e vibien da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
savet o deus uhellec'hioù da Vaal evit deviñ dre an tan o mibien e loskaberzhoù da Vaal, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, na lavaret, ha na oa ket em soñj,
Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.
Savet o deus uhellec'hioù da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviñ dre an tan o mibien hag o merc'hed, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha na'm boa ket soñjet ennañ.
Pa ginnigit ho profoù, pa lakait ho mibien da dremen dre an tan, en em saotrit gant hoc'h holl idoloù betek hiziv. Hag e vin goulennataet ganeoc'h, ti Israel? Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne vin ket goulennataet ganeoc'h.
penaos o deus graet avoultrerez hag ez eus gwad war o daouarn; ya, graet o deus avoultrerez gant o idoloù, ha zoken lakaet o deus o mibien da dremen dre an tan, ar re o doa ganet din, evit o debriñ.
Komz da Aaron ha d’e vibien evit ma en em virint diouzh traoù santel mibien Israel, ha ma ne zisakrint ket va anv santel en traoù a santelaont din. Me eo an AOTROU.
Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrañ va anv santel.
An AOTROU, hag e kemero plijadur e miliadoù a vaouted, hag e dekmiliadoù a froudoù eoul? Hag e roin va c'hentañ-ganet evit va disentidigezh, ha frouezh va c'horf evit pec'hed va ene?
Douget hoc’h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc’h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac’hanoc’h en tu all da Vabilon.
Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoù kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoù.