Kemer a ri an holl lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, hag o lakai da vogediñ war an aoter.
Leviegezh 16:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lakaat a raio da vogediñ war an aoter lard an aberzh-dic’haouiñ. |
Kemer a ri an holl lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, hag o lakai da vogediñ war an aoter.
Gwalc’hiñ a raio e gorf gant dour el lec’h santel hag ec’h adkemero e wiskamantoù; goude ez aio er-maez, e kinnigo e loskaberzh ha loskaberzh ar bobl, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit ar bobl.
An hini en devo kaset kuit ar bouc’h evit Azazel a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.
Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh.
Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,