An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
Leviegezh 16:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez. |
An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.
Kinniget e vo ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig.
Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,
Abalamour da gement-se e tle kinnig aberzhoù evit e bec’hedoù e-unan, kenkoulz hag evit re ar bobl.
Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel,
n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.
aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc’hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.
Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc’hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c’hig,
met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec’hedoù ar bobl.