Warni e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz. He glanaat hag he santelaat a raio en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel.
Leviegezh 16:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer a raio eus gwad ar c’hole, hag e sparfo anezhañ gant e viz war c’horre al lec’h-a-drugarez, etrezek ar sav-heol. Dirak al lec’h-a-drugarez e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz. |
Warni e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz. He glanaat hag he santelaat a raio en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel.
an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo anezhañ seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal d’ar ouel.
Ober a reas sparfadur an aoter seizh gwech, hag ec’h olevas an aoter hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs, evit o santelaat.
Eleazar an aberzhour a gemero eus he gwad gant e viz, hag e raio sparfadur eus he gwad seizh gwech war diaraog teltenn an engalv.
Evel-se eta, breudeur, pa hon eus ar frankiz da vont e-barzh sant ar sent dre wad Jezuz,
ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.
Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc’hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c’hig,
nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma’z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n’eo ket e hini,
met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec’hedoù ar bobl.