AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc'h, ken na varvot gantañ, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.
Leviegezh 15:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a stoko ouzh he gwele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. |
AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc'h, ken na varvot gantañ, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.
Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
Pep gwele ma kousko warnañ e-pad he saotradur a vo dic’hlan, ha pep tra a azez warnañ a vo dic’hlan.
An hini a stoko ouzh un dra ma vo bet azezet warnañ, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outañ a vo dic'hlan betek an noz.
O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.
rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.