gant un dekvedenn efa flour bleud mezet en ur c'hard hin (1/4 hin 1,25 l) eoul gwerc'h, ha gant un evadkinnig eus ur c'hard hin gwin, evit an oan kentañ.
Leviegezh 14:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa 9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log eoul. |
gant un dekvedenn efa flour bleud mezet en ur c'hard hin (1/4 hin 1,25 l) eoul gwerc'h, ha gant un evadkinnig eus ur c'hard hin gwin, evit an oan kentañ.
Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.
Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.
An aberzhour hag a ra ar c’hlanidigezh a lakaio an den da c’hlanaat gant an traoù-se dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv.
An aberzhour a gemero unan an oaned d’e ginnig evel aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.
Mar d-eo paour ha ma n’en deus ket aez da gement-se, e kemero un oan hepken evit an aberzh a gablusted da hejañ evel ur prof, evit ober an dic’haou evitañ, un dekvedenn efa (1/10 efa 3 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, ul log eoul,
Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs.
Donezon ebet kinniget d’an AOTROU ne vo graet gant goell, rak ne lakaiot netra da vogediñ gant goell pe gant mel evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.
Da holl brofoù graet e donezonoù a vo temzet gant holen; ne lezi ket da zonezon hep an holen eus emglev da Zoue; war da holl brofoù e kinnigi holen.
ha gantañ un donezon a ziv dekvedenn a flour bleud mezet gant eoul, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, hag un evadkinnig eus ur c’hard hin gwin.
hag o donezonoù a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ur c'hole, div zekvedenn evit an tourz,
e kinnigo e brof d'an AOTROU, un oan disi eus ur bloaz evit al loskaberzh, un dañvadez disi eus ur bloaz evit an aberzh-dic'haouiñ, un tourz disi evit an aberzh a drugarekadennoù,
a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d’en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Hag e tifennas outañ n’en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.