La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Leviegezh 13:49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

ha ma vo ar gouli arwer pe arruz war an dilhad pe war ar c’hroc’hen pe er steuñvenn pe en anneuenn pe en un dra bennak a groc’hen, ur gouli a lorgnez eo; gwelet e vo gant an aberzhour.

Ver Capítulo



Leviegezh 13:49
5 Referencias Cruzadas  

e steuñvenn pe en anneuenn al lin pe ar gloan, pe en ur c’hroc’hen pe en un dra bennak graet gant kroc’hen,


An aberzhour a sello ouzh ar gouli hag a serro e-pad seizh devezh ar pezh en deus ar gouli.


An aberzhour a sello ouzh ar gouli. Mar en deus ar gouli a zo war vogerioù an ti kleuzioù arwer pe arruz ha mar kav dezhañ eo donoc’h eget ar voger,


Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.


Hag e tifennas outañ n’en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.