Leviegezh 13:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned e steuñvenn pe en anneuenn al lin pe ar gloan, pe en ur c’hroc’hen pe en un dra bennak graet gant kroc’hen, |
ha ma vo ar gouli arwer pe arruz war an dilhad pe war ar c’hroc’hen pe er steuñvenn pe en anneuenn pe en un dra bennak a groc’hen, ur gouli a lorgnez eo; gwelet e vo gant an aberzhour.
Sellout a raio ouzh ar gouli d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo ar gouli astennet war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war ar c’hroc’hen pe war un dra bennak graet gant kroc’hen, ur gouli a lorgnez wriziennet eo, dic’hlan eo.
Deviñ a raio an dilhad, pe ar steuñvenn pe an anneuenn e gloan pe e lin, pe an dra bennak a groc’hen a vo ar gouli warnañ, rak ul lorgnez wriziennet eo. Devet e vo en tan.
Pa sello an aberzhour, ma n’eo ket astennet ar gouli war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war an dra bennak a groc’hen,
Diwall d'ankounac'haat an AOTROU da Zoue, o tremen hep mirout e c'hourc'hemennoù, e varnedigezhioù hag e reolennoù a gemennan dit hiziv.
salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c’hig.
Bez’ ec’h eus koulskoude e Sardiz un nebeud tud n’o deus ket saotret o dilhad. Int a gerzho ganin e gwiskamantoù gwenn o vezañ ma’z int dellezek.