Hag ac'hane e pignas da Vetel. Evel ma pigne dre an hent, e teuas paotred vihan eus kêr, oc'h ober goap outañ o lavarout: Pign moal! Pign moal!
Leviegezh 13:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa en devo un den e benn dibourvez a vlev, ur moal eo, glan eo. |
Hag ac'hane e pignas da Vetel. Evel ma pigne dre an hent, e teuas paotred vihan eus kêr, oc'h ober goap outañ o lavarout: Pign moal! Pign moal!
Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.
an aberzhour a sello outo. Mar d-eo war groc’hen o c’horf tarchoù arwenn, emaint tarchoù o tispuilhañ war ar c’hroc’hen, glan int.
Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.
Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc’h eus roet hoc’h izili da sklavourien d’an hudurniezh ha d’ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc’h izili bremañ da sklavourien d’ar reizhder evit ar santeladur.
Met mar d-emañ Krist ennoc’h, ar c’horf evit gwir a zo marv abalamour d’ar pec’hed, met ar spered a zo buhez abalamour d’ar reizhder.