Leviegezh 13:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned an aberzhour a sello ouzh ar gouli. Mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ennañ blev melen ha dister, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. An tagn eo, lorgnez ar penn pe ar barv. |
Mar kav d’an aberzhour, o sellout ouzh gouli an tagn, n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen ha n’eus ket blev du ennañ, e serro e-pad seizh devezh an hini en deus gouli an tagn.
An aberzhour a sello ouzh ar gouli d’ar seizhvet deiz. Ma n’eo ket gouli an tagn astennet, ma n’eus ket blev melen ennañ ha mar kav dezhañ n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen,