Kemer a ri ganit eus an holl loened c'hlan seizh koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag eus al loened n'int ket glan, daou, ar par hag e barez.
Leviegezh 11:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit diforc’hañ ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan, al loen a vez debret diouzh an hini na vez ket debret. |
Kemer a ri ganit eus an holl loened c'hlan seizh koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag eus al loened n'int ket glan, daou, ar par hag e barez.
Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez.
Hag e kelennint da'm fobl an diforc'h etre sakr ha disakr, hag e roint dezho da ziverzout an dic'hlan diouzh ar glan.
Daniel a soñjas en e galon n'en em saotrfe ket gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c'houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhañ hep en em saotrañ.
evit ma c’hellot diheñvelañ ar pezh a zo santel diouzh ar pezh a zo disakr, ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan,
Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al loened, al laboused, ar c’hrouadurioù bev a fiñv en doureier hag ar c’hrouadurioù a ruz war an douar,
Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.