Dic’hlan e vint evidoc’h e-touez an holl stlejviled; an hini a stoko outo pa vint marv a vo dic’hlan betek an noz.
Leviegezh 11:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan. |
Dic’hlan e vint evidoc’h e-touez an holl stlejviled; an hini a stoko outo pa vint marv a vo dic’hlan betek an noz.
An hini a vo aet e-barzh an ti e-pad an holl amzer ma oa bet serret a vo dic’hlan betek an noz.
Pep lestr-pri a vo stoket ennañ gant an hini en deus ar berad, a vo torret, ha pep lestr-koad a vo gwalc’het en dour.
An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.
An hini en devo kaset kuit ar bouc’h evit Azazel a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.
Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan.
An hini a stoko ouzh an traoù-se a vo dic’hlan betek an noz; ne zebro ket traoù santel, met e walc’ho e gorf en dour;
Al lestr-pri ma vo poazhet e-barzh a vo torret; mar d-eo poazhet en ur pod arem, e vo puret ha gwalc’het en dour.
An aberzhour a ganno e zilhad hag a walc'ho e gorf en dour. Goude-se e tistroio d'ar c'hamp, hag e vo dic'hlan an aberzhour betek an noz.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,