Hag e vo war dal Aaron; hag Aaron a zougo an direizhderioù o devo graet mibien Israel en traoù santel a ginnigint, en holl brofoù santel. Hag e vo war e dal dalc'hmat evit o rentañ dudius dirak an AOTROU .
Leviegezh 10:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU. |
Hag e vo war dal Aaron; hag Aaron a zougo an direizhderioù o devo graet mibien Israel en traoù santel a ginnigint, en holl brofoù santel. Hag e vo war e dal dalc'hmat evit o rentañ dudius dirak an AOTROU .
Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h.
Ar bouc’h a gaso gantañ o holl zireizhderioù en un douar digenvez; lezet e vo el lec’h distro.
lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho.
An AOTROU a lavaras da Aaron: Te ha da vibien ha ti da dad ganit a zougo direizhder ar santual, ha te ha da vibien ganit a zougo direizhder ho pelegiezh.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.
en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.