Leviegezh 10:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Degas a raint ar skoaz savet hag ar bruched hejet gant ar prof a lard graet dre an tan, evit hejañ anezho evel ur prof dirak an AOTROU. Kement-se a vo dit ha da’z mibien ganit hervez ur reolenn peurbadus, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU. |
Ne vanki ket d'amdroc'hañ an hini a zo ganet ez ti hag an hini a zo prenet gant da arc'hant, ha va emglev a vo en ho kig un emglev peurbadus.
Abraham a gouezhas war e zremm. Neuze e c'hoarzhas hag e lavaras en e galon: Ha genel a rafe ur bugel d'un den en oad a gant vloaz? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe?
Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.
Hag e santelai ar bruched evel prof hejet hag ar skoaz evel prof savet, kement a zo bet hejet ha kement a zo bet savet eus an tourz a ouestladur, eus ar pezh a zo evit Aaron hag eus ar pezh a zo evit e vibien.
Kement-se a vo evit Aaron hag evit e vibien dre ur gourc'hemenn peurbadus a-berzh mibien Israel, rak ur prof savet eo. Kement-se a vo ur prof savet a-berzh mibien Israel en o aberzhoù a beoc'h; o frof savet a vo evit an AOTROU .
Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.
rak ar bruched hejet hag ar skoaz savet a gemerin diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel, hag e roin anezho d’an aberzhour Aaron ha d’e vibien hervez ur reolenn beurbadus a-berzh mibien Israel.
Pep prof savet eus an holl draoù santelaet a ginnigo mibien Israel d'an aberzhour a vo dezhañ.