Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
Koloseiz 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan evel ma tere en Aotrou. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gragez, plegit d’ho priejou, evel ma’z eo deread hervez an Aotrou. |
Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
Ha pa vo anavezet an urzh en devo graet ar roue, en e holl rouantelezh, daoust pegen bras eo, an holl wragez a enoro o friedoù, eus ar brasañ d'ar bihanañ.
Met fellout a ra din e oufec’h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist.
Ra davo ho kwragez en Ilizoù, abalamour ma n’eo ket aotreet dezho komz, met ra vint sentus hervez ma lavar ivez al lezenn.
Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc’hoant, evel ma tere d’ar sent,
N’aotrean ket d’ar wreg kelenn, na kemer galloud war ur gwaz, met ret eo dezhi chom sioul.