Koloseiz 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o c’houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d’egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc’h, c’hwi ivez grit evel-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) oc’h en em supporti an eil egile, hag o pardoni an eil d’egile, mar hen deuz unan‐benag eur c’hlem a‐enep unan all. Evel ma hen deuz pardonet ar C’hrist ac’hanoc’h, c’houi, grit ive evel‐se. |
Met me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc’h heskin,
Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.
pardon deomp hor pec’hedoù, rak ni a bardon ivez d’ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
D’an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhañ, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc’h dirak Krist,
er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,
e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc’h en em c’houzañv an eil egile gant karantez,
Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d’egile, evel m’en deus Doue pardonet deoc’h ivez e Krist.
kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.
Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,
rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.
Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,