Koloseiz 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An traoù-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keñver ar c’horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c’hell plijout d’ar c’hig. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) traou pere ho deuz evit‐gwir eur zeblant a furnez, o veza eur servich a volontez‐vad, great gant eun neubeud‐benag a humilite, hag o castia ar c’horf, heb sourci e‐bed euz ar pez a ra plijadur d’ar c’hig. |
rak den ebet n’en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vagañ hag e zerc’hel a ra evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz,
Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,
urzhiadurioù a dro holl da fall dre o implij, hag a zo hervez gourc’hemennoù ha kredennoù an dud?
Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.
o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.
rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.