Va eskern a zo staget ouzh va c'hroc'hen hag ouzh va c'hig, tec'het on kuit gant kroc'hen va dent.
Klemmganoù 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O neuz a zo teñvaloc'h eget an du, n'o anavezer ket er straedoù, o c'hroc'hen a zo staget ouzh o eskern, deuet eo da vezañ sec'h evel koad. |
Va eskern a zo staget ouzh va c'hroc'hen hag ouzh va c'hig, tec'het on kuit gant kroc'hen va dent.
Hag o vezañ savet o daoulagad a bell, n'anavezjont ket anezhañ; neuze e savjont o mouezh hag e oueljont. Hag e rogas pep hini e vantell, hag e taoljont poultr etrezek an neñvoù, dreist o fenn.
En em wastañ a ra e gig hag ez a diwar wel, e eskern na weler ket a zo lakaet en noazh.
rak deiz ha noz e poueze da zorn warnon. Va nerzh a zeue da vezañ sec'hded an hañv. Ehan
Evel ma'z eo bet souezhet kalz a dud ouzh da welout, kement e oa disneuziet e zremm e-keñver hini un den, hag e stumm e-keñver hini mab un den,
Skrapadeg, reuz, distruj! Ar galon a deuz, an daoulin a gren, an divgroazell a zo er glac'har, hag an holl dremmoù a zroukliv.
Hejañ a reomp a-enep deoc’h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc’h.