Klemmganoù 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned He Nazereiz a oa glanoc'h eget erc'h, gwennoc'h eget laezh, o liv a oa ruzoc'h eget koural, o c'haerder a oa hini ur safir. |
Ne gomzer ket eus ar c'houral, nag eus ar strink, priziusoc'h eo ar furnez eget perlez.
Ra vo hor mibien evel gwez o kreskiñ en o yaouankiz, hor merc'hed evel peulioù kizellet o kaeraat kornioù ur palez!
hag e weljont Doue Israel. Dindan e dreid e oa evel un oberenn safir treuzwelus, heñvel ouzh an neñvoù o-unan en o glanded.
E zivhar a zo peulioù alabastr, lakaet war diazezoù aour glan. E stumm a zo evel al Liban, kaer evel ar sedrez.
A-benn an dek devezh e voe gwelet e oa gwelloc'h o dremmoù ha lartoc'h o c'horfoù eget an holl dud yaouank a zebre meuzioù ar roue.
rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.
Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; an aotenn ne dremeno ket war e benn, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof. Eñ eo an hini a grogo da zieubiñ Israel eus dorn ar Filistined.
met lavaret en deus din: Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; diwar-vremañ, diwall a evañ gwin hag evaj kreñv, hag a zebriñ traoù dic'hlan, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof betek deiz e varv.
Neuze e tigoras dezhi e holl galon hag e lavaras: An aotenn n'eo biskoazh tremenet war va fenn, rak un Nazeread a Zoue ez on adalek kof va mamm. Ma vefen touzet, an nerzh va dilezfe, e teufen da vezañ dinerzh hag e vefen evel un den all.
Kas a reas eta d'e gerc'hat. Melegan e oa, gant daoulagad kaer hag un dremm vrav. An AOTROU a lavaras da Samuel: Sav hag olev-eñ, rak eñ eo.