Serret en deus va hent, ha ne c'hellan ket tremen. Lakaet en deus teñvalijenn war va gwenodennoù.
Klemmganoù 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Savet en deus em enep ha va gronnet a c'hwervoni hag a boan. |
Serret en deus va hent, ha ne c'hellan ket tremen. Lakaet en deus teñvalijenn war va gwenodennoù.
An dismegañs he deus rannet va c'halon, hag e hirvoudan. Gortozet em eus truez met en aner, frealzerien met n'em eus ket kavet.
Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar brofeded: Setu ez an d'ober dezho debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet, rak eus profeded Jeruzalem eo en em skuilhet an dizeoliezh en holl vro.
Perak e chomomp azezet? Bodadit, deomp d'ar c'hêrioù kreñv, ha bezomp didrouz eno, rak an AOTROU hon Doue en deus graet deomp tevel, ha roet deomp dour ampoezonet da evañ, rak hon eus pec'het a-enep an AOTROU.
Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e rin d'ar bobl-mañ debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet.
Az pez soñj eus va glac'har hag eus va c'hantreadeg; n'int nemet huelenn ha c'hwervoni.