Klemmganoù 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
An AOTROU en doa graet e vennozh, distrujañ moger merc'h Sion. Astennet en deus ar gordenn warni ha n'en deus ket lamet e zorn a-raok bezañ he gwastet. Lakaet en deus e kañv an harz hag ar voger, a-gevret e klemmont.
Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.
Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezañ ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezañ bet naetaet.
Rak un deiz a drubuilh eo, a zistruj hag a spont a-berzh an Aotrou, AOTROU an armeoù, e traonienn ar gweledigezhioù; diskaret eo ar voger, hag e vez klevet er menez kriadennoù a estrenvan.
An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.
O c'halon he deus garmet etrezek an Aotrou. Moger merc'h Sion, skuilh daeroù evel ur froud deiz ha noz. Na ro ket ehan dit, ha ra ne ziskuizho ket da ibil-lagad.
An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec'hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec'hioù merc'h Juda, o zaolet en deus d'an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.
An Aotrou a zo bet evel un enebour. Lonket en deus Israel, lonket e holl balezioù, distrujet e holl greñvlec'hioù. Liesaet en deus e ti merc'h Juda an huanadoù hag ar c'hlemmoù.
Koulskoude em eus tennet va dorn, ha graet em eus-se abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù, em boa o zennet dirak o daoulagad.