dre m'o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, ha m'o deus va c'hounnaret, abaoe an deiz m'eo deuet o zadoù eus an Ejipt betek hiziv.
Klemmganoù 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hec'h enebourien a zo lakaet da bennoù, ar re a gasa anezhi a ra berzh. Rak an AOTROU en deus hec'h enkrezet en abeg d'he fec'hedoù niverus. He bugaligoù a zo aet dalc'het dirak an enebour. |
dre m'o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, ha m'o deus va c'hounnaret, abaoe an deiz m'eo deuet o zadoù eus an Ejipt betek hiziv.
Rak un deiz a drubuilh eo, a zistruj hag a spont a-berzh an Aotrou, AOTROU an armeoù, e traonienn ar gweledigezhioù; diskaret eo ar voger, hag e vez klevet er menez kriadennoù a estrenvan.
Evit un nebeud amzer he deus pobl da santelezh perc'hennet, hag hon enebourien o deus mac'het da santual.
Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac'hanon, n'emaint ken. N'eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliañ va zinelloù.
Dilezet em eus va zi, dilaosket em eus va hêrezh, roet em eus ar pezh a gare va ene da zaouarn hec'h enebourien.
Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.
Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.
Ha ne gastizin ket evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?
En abeg da-se eo e ouelan hag e teuz en dour va lagad. Ar frealzer a c'hellfe dic’hlac’hariñ va ene a zo aet pell diouzhin. Va mibien a zo mantret rak an enebour a zo kreñvoc'h.
An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.
Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.
An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.
Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.
Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.
Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.