Klemmganoù 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En abeg da-se eo e ouelan hag e teuz en dour va lagad. Ar frealzer a c'hellfe dic’hlac’hariñ va ene a zo aet pell diouzhin. Va mibien a zo mantret rak an enebour a zo kreñvoc'h. |
Te a anavez va dismegañs, va mezh, va c'hemmesk. Va holl enebourien a zo dirak da zaoulagad.
Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.
Te a zo glac'haret, pilet gant ar barr-amzer, hep frealz, ha setu ez an da sterniañ da vein gant antimoan ha da ziazezañ ac'hanout war safir,
Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.
Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.
Rak piv en defe trugarez ouzhit, Jeruzalem? Piv a ouelfe warnout? Piv a zistrofe evit goulenn diwar da benn?
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec'h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.
Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.
A-hed an noz e ouel hag an daeroù a c'holo he divjod. Nikun n'he frealz a-douez an holl re he c'hare. Hec'h holl vignoned o deus he zouellet, deuet int da vezañ hec'h enebourien.
He saotradur a oa e pleg he sae, n'eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n'he frealz. Sell, AOTROU, va glac'har! An enebour a gemer lorc'h.
Va daoulagad a zo faezh gant an daeroù, va c'hreizon a verv. Va avu en em stlabez war an douar en abeg da c'houli merc'h va fobl. Ar bugaligoù hag ar magadelloù a sempl war leurioù kêr.
O c'halon he deus garmet etrezek an Aotrou. Moger merc'h Sion, skuilh daeroù evel ur froud deiz ha noz. Na ro ket ehan dit, ha ra ne ziskuizho ket da ibil-lagad.
Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!