Me a zo glac'haret hag evel o vervel em yaouankiz. Bec'hiet on gant da spontoù, kollet on.
Klemmganoù 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet. |
Me a zo glac'haret hag evel o vervel em yaouankiz. Bec'hiet on gant da spontoù, kollet on.
Lakaat a rin an neñvoù da grenañ, an douar a vo dilec'hiet gant kounnar AOTROU an armeoù, en deiz e gounnar entanet.
Gwalleur din! Bruzunet on! Va gouli a zo poanius! Met me a lavar: Ac'hanta, va foan eo, hag e c'houzañvin anezhi.
evit ober eus o bro ur glac'har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn.
Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.
Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.
Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.
Setu perak en em c'hourizit a seier, hirvoudit ha huanadit, rak kounnar entanet an AOTROU n'eo ket distroet diwarnomp.
Ha ne oa ket bet Israel ur c'hoapadenn evidout? Daoust hag e oa e-touez al laeron, ma hejez da benn adalek ma komzez dioutañ?
An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.
Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.
Petore testeni a ginnigin dit? Gant petra ez keñveriin, merc'h Jeruzalem? Ouzh petra ez hañvalin evit da frealziñ, gwerc'hez merc'h Sion? Rak da c'houli a zo bras evel ar mor, ha piv az pareo?
Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.
devezh a deñvalijenn hag hep gouloù, devezh a goumoul hag a goabr. Evel m'en em astenn ar gouloù-deiz war ar menezioù, setu ur bobl vras ha galloudus, evel n'eus ket bet en holl amzerioù, hag evel na vo ken war he lerc'h a oad da oad.
rak bez’ e vo neuze ur glac’har ken bras evel n’eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken.