Met antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaras da Laban: Petra ac'h eus graet din? Ha n'eo ket evit Rachel em eus servijet ac'hanout? Perak ec'h eus touellet ac'hanon?
Jozue 9:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a c'halvas anezho hag a gomzas outo o lavarout: Perak hoc'h eus touellet ac'hanomp o lavarout: Ni a zo o chom pell bras diouzhoc'h, e-pad ma'z oc'h o chom en hon touez? |
Met antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaras da Laban: Petra ac'h eus graet din? Ha n'eo ket evit Rachel em eus servijet ac'hanout? Perak ec'h eus touellet ac'hanon?
Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.
A-benn tri deiz goude bezañ graet an emglev ganto, ec'h anavezjont penaos e oant o amezeien ha penaos e oant o chom en o zouez.
Mont a rejont da gavout Jozue e kamp Gilgal hag e lavarjont dezhañ ha da dud Israel: Deuet omp eus ur vro bell, ha bremañ grit un emglev ganeomp.