Jozue 8:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne chomas den en Ai ha Betel, aet int tout war-lerc'h Israel. Hag e lezjont kêr digor, hag ez ejont war-lerc'h Israel. |
Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhañ hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhañ etre da zaouarn, evel m'emañ hiziv.
ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU , en doa kaletaet o c'halon evit mont d'ar brezel a-enep Israel hag evit bezañ lakaet da verz hep ma vije trugarez evito, hag evit ma vefent distrujet evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
An holl bobl a oa e kêr Ai a voe galvet a gri forzh da vont war o lerc'h. Mont a rejont war-lerc'h Jozue, hag e voent dedennet er-maez eus kêr.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Astenn ar speg a zo ez torn war-zu Ai, rak me a lakaio anezhi etre da zaouarn. Jozue a astennas war-zu kêr ar speg a oa en e zorn.
Jozue a savas gant an holl dud a vrezel evit pignat da Ai. Jozue a zibabas tregont mil den kadarn ha kreñv, hag o c'hasas en noz.
Mibien Benjamin a zeuas er-maez war arbenn d'ar bobl, hag e voent tennet pell diouzh kêr. Hag en em lakajont da skeiñ hiniennoù eus ar bobl evel ar gwechoù all, hag e voe gloazet d'ar marv war-dro tregont den eus Israel war an hentoù, an hini a ya da Vetel hag an hini a ya da C'hibea dre ar maez.