Jozue 7:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.
Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.
Erruout a reas penaos, war-dro tri miz goude, e voe roet keloù da Juda, o lavarout: Tamar, da verc'h-kaer, a zo en em roet d'ar gasterezh ha zoken setu, he deus koñsevet eus he gasterezh. Ha Juda a lavaras: Lakait anezhi da vont er-maez, ma vo devet.
Lavar da vibien Israel: Piv bennak, eus mibien Israel pe eus an diavaezidi a zo o chom en Israel, a roio eus e vugale da Volok, a vo lakaet d’ar marv; meinataet e vo gant pobl ar vro.
Hag e veinatai anezhañ d'ar marv, rak klasket en deus distreiñ ac'hanout diouzh an AOTROU da Zoue en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.
o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
Nemet en em virit ouzh an traoù lakaet da verz, gant aon na en em lakafec'h da verz o kemer eus an traoù lakaet da verz, ha na lakafec'h kamp Israel da verz ha na vefec'h trubuilh ennañ.
An hini a vo tapet o kaout eus traoù lakaet da verz a vo devet en tan, eñ a kement a zo dezhañ, rak torret en deus emglev an AOTROU ha graet en deus un euzhusted en Israel.