Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
Jozue 7:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue, hag holl Israel gantañ, a gemeras Akan mab Zerak, an arc'hant, ar vantell, an dolzenn aour, e vibien hag e verc'hed, e ejened, e ezen, e zeñved, e deltenn ha kement a oa dezhañ, hag e rejont dezho pignat da draonienn Akor. |
Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
An hini a zo en em roet d'ar gounid dizonest a drubuilh e di, met an hini a gasa an donezonoù a vevo.
Ur gwall-zroug am eus gwelet dindan an heol: pinvidigezhioù miret gant an hini o ferc'henn evit e walleur.
Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.
Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.
hag e pigne an harz betek Debir e-kichen traonienn Akor, hag ez ae war-zu an hanternoz betek Gilgal, a zo dirak krec'hienn Adummim, e kreisteiz ar froud, ha e tremene an harz e-kichen doureier En-Shemesh, hag e tape da En-Rogel,
Akan mab Zerak, ha ne reas ket un torfed en ur gemer traoù lakaet da verz? Ha ne gouezhas ket fulor an AOTROU war holl vodadenn Israel? An den-se ne varvas ket e-unan evit e zireizhder.
Nemet en em virit ouzh an traoù lakaet da verz, gant aon na en em lakafec'h da verz o kemer eus an traoù lakaet da verz, ha na lakafec'h kamp Israel da verz ha na vefec'h trubuilh ennañ.
Hag e lakajont da verz kement a oa e kêr, dre varvenn ar c'hleze, gwaz ha gwreg, bugel ha kozh, ejen, dañvad hag azen.
Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.
O c'hemer a rejont a-greiz an deltenn, hag o degasjont da Jozue ha da holl vibien Israel, hag o lakajont dirak an AOTROU .
Hag e savjont warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv. An AOTROU a zistroas eus gwrez e gounnar. Setu perak eo anvet al lec'h-se Traonienn Akor betek hiziv.