Hag e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez kablus omp e-keñver hor breur, rak gwelet hon eus enkrez e ene pa c'houlenne ouzhimp trugarez ha n'hon eus ket e selaouet. Setu perak an enkrez-mañ a zo en em gavet ganeomp.
Jozue 7:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Akan a respontas da Jozue o lavarout: Gwir eo, pec'het em eus a-enep an AOTROU Doue Israel, ha setu ar pezh am eus graet: |
Hag e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez kablus omp e-keñver hor breur, rak gwelet hon eus enkrez e ene pa c'houlenne ouzhimp trugarez ha n'hon eus ket e selaouet. Setu perak an enkrez-mañ a zo en em gavet ganeomp.
Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,
Pec'het em eus, petra a rin dit, o gedour an dud? Perak ec'h eus va lakaet da wenn evit da viroù? Perak ez on ur samm din va-unan?
Neuze Faraon a hastas gervel Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pec'het em eus a-enep an AOTROU ho Toue, hag a-enep deoc'h.
Faraon a gasas da c'hervel Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pec'het em eus ar wech-mañ, an AOTROU a zo reizh, ha me ha va fobl a zo fallakr.
Balaam a lavaras da ael an AOTROU: Pec'het em eus rak ne ouien ket en em zalc'hes a-enep din war an hent. Ha bremañ, mar displij kement-se dit, e tistroin.
o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin.
Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.
Saül a lavaras da Samuel: Pec'het em eus, rak ne'm eus ket sentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU hag ouzh da gomzoù, aon am boa rak ar bobl, hag em eus sentet ouzh o mouezh.
Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.