Neuze e lavaras: Petra o deus gwelet ez ti? Ezekiaz a respontas: Gwelet o deus kement a zo em zi, n'eus netra em zeñzorioù ha na'm eus ket diskouezet dezho.
Jozue 7:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin. |
Neuze e lavaras: Petra o deus gwelet ez ti? Ezekiaz a respontas: Gwelet o deus kement a zo em zi, n'eus netra em zeñzorioù ha na'm eus ket diskouezet dezho.
Ezekiaz a gomzas ouzh kalon an holl Levited en em ziskoueze desket-kaer e servij an AOTROU. Debriñ a rejont e-pad seizh devezh gant ar gouel, o kinnig aberzhoù a drugarekadennoù, hag o veuliñ an AOTROU Doue o zadoù.
Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed. Ehan
O Doue! Az pez truez ouzhin hervez da drugarez. Hervez braster da garantez, dilam va disentidigezh,
An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.
Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.
Hag e pedis an AOTROU va Doue, hag e ris va c'hofez o lavarout: A! Aotrou Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez e-keñver ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù,
Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar ez eo an den-se ur pec’her.
Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.
o reizhañ gant douster an enebourien, o c’hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,
Akan a respontas da Jozue o lavarout: Gwir eo, pec'het em eus a-enep an AOTROU Doue Israel, ha setu ar pezh am eus graet:
An dud a voe devet gant un tommder bras. An dud a vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar goulioù-se, ha n’o deus ket keuz evit reiñ gloar dezhañ.
Neuze Saül a lavaras da Jonatan: Disklêr din ar pezh ac'h eus graet. Jonatan a zisklêrias dezhañ o lavarout: Tañvaet em eus, gant penn ar vazh a oa ganin, un tamm mel. Setu-me amañ, mervel a rin.
Ober a reot skeudennoù eus ho ruzderioù, ha skeudennoù eus al logod a zistruj ar vro, hag e roiot gloar da Zoue Israel. Marteze e skañvaio e zorn diwarnoc'h, diwar ho toueoù, ha diwar ho pro.