Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.
Jozue 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a savas beure-mat, hag an aberzhourien a zougas arc'h an AOTROU . |
Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.
Jozue a savas beure-mat, a yeas kuit eus Sitim hag a zeuas betek ar Jordan, gant holl vibien Israel. Hag e tremenjont eno an noz a-raok treuziñ.
Arc'h an AOTROU a reas tro kêr, mont a reas ur wech. Goude e teujont d'ar c'hamp hag e tremenjont an noz er c'hamp.
Ar seizh aberzhour a zouge ar seizh shofar e korn tourz dirak arc'h an AOTROU a gerzhe hag a sone gant ar shofaroù en ur gerzhout. An dud armet a gerzhe en a-raok, ar vodadenn a heulie arc'h an AOTROU ; hag e veze sonet gant ar shofaroù e-pad ar gerzhadeg.