Neuze an AOTROU en em ziskouezas dezhañ e dervennoù Mamre, pa edo azezet e toull-dor e deltenn e-pad tommder an deiz.
Jozue 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e c’hoarvezas, evel ma oa Jozue e-kichen Jeriko, ma savas e zaoulagad ha ma sellas, ha setu: un den en em zalc'he en e sav dirazañ, e gleze dic'houinet en e zorn. Jozue a yeas d'e gavout hag a lavaras: Eus hor re ez out, pe eus hon enebourien? |
Neuze an AOTROU en em ziskouezas dezhañ e dervennoù Mamre, pa edo azezet e toull-dor e deltenn e-pad tommder an deiz.
Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag e stouas d'an douar.
Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras: A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mañ ha ne ouien netra a-se!
Jakob a savas e zaoulagad hag a sellas. Ha setu, Ezaü a zeue, ha pevar c'hant den gantañ. Neuze e lodennas ar vugale etre Lea, Rachel, hag an div vatezh.
Neuze e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras: Piv ac'h eus aze? Respont a reas: Ar vugale en deus roet Doue da'z servijer.
Ha bemdez e teue tud da Zavid evit e skoazellañ, betek ober ur c'hamp bras evel kamp Doue.
Met David ne c'helle ket mont dirazi da c'hervel Doue, dre ma oa spouronet dirak kleze ael an AOTROU .
Rak va ael a gerzho dirazout hag a lakaio ac'hanout e bro an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hevianed hag ar Jebuziz, hag e kasin anezho da get.
hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un den gwisket gant lin, e zivgroazell gourizet gant aour Ufaz.
Hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un tourz en em zalc'he dirak ar stêr, ha daou gorn en doa, kerniel uhel, met unan a oa uheloc'h eget egile, hag an uhelañ a oa savet da ziwezhañ.
E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.
An azenez a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. An azenez a zistroas eus an hent hag a yeas er parkeier. Balaam a skoas gant an azenez evit he lakaat da zistreiñ war an hent.
An AOTROU a zigoras daoulagad Balaam, ha Balaam a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. Hag e soublas hag e stouas war e zremm.
Evel ma sellent gant evezh war-zu an neñv e-pad ma’z ae kuit, setu, daou zen gwisket e gwenn en em gavas en o c’hichen
An AOTROU a lavaras da Jozue: Sell, lakaet em eus etre da zaouarn Jeriko hag he roue, gant he brezelourien nerzhus.
hag e-kreiz ar seizh kantolor, unan bennak heñvel ouzh mab an den, gwisket gant ur sae hir ha gourizet war boull e galon gant ur gouriz aour.
Manoak a savas hag a yeas war-lerc'h e wreg da gavout an den, hag e lavaras dezhañ: Hag ez out an den en deus komzet ouzh va gwreg? Hag e lavaras: Me eo.