Hag e komzas da vibien Israel o lavarout: En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien digant o zadoù: Petra eo ar vein-se?
Jozue 4:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a savas e Gilgal an daouzek maen en doa kemeret eus ar Jordan. |
Hag e komzas da vibien Israel o lavarout: En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien digant o zadoù: Petra eo ar vein-se?
ha roit urzhioù dezho o lavarout: Dougit ac'hann, eus kreiz ar Jordan, eus al lec'h ma'z eo chomet a-sav treid an aberzhourien, daouzek maen a gasot ganeoc'h hag a lakaiot el lec'h ma tremenot an noz-mañ.
Mibien Israel a reas ar pezh en doa gourc'hemennet Jozue. Kemer a rejont daouzek maen eus kreiz ar Jordan, evel m'en doa lavaret an AOTROU da Jozue, hervez niver meuriadoù mibien Israel, hag o c'hasjont ganto d'al lec'h ma tremenjont an noz, hag o lezjont eno.