Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Jozue 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se, an AOTROU a savas Jozue dirak holl Israel, hag e toujjont dezhañ, evel m'o doa doujet da Voizez holl zeizioù e vuhez. |
Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.
Hag an AOTROU a savas Salomon uhel-tre dirak holl Israel, hag a roas dezhañ ur splannder roueel, evel n'o doa bet a-raok dezhañ roue ebet en Israel.
Dorn Doue a oa ivez war Juda, o reiñ dezho ur galon unvan, evit ober an traoù gourc'hemennet gant ar roue hag ar pennoù, hervez komz an AOTROU.
An AOTROU a roas d'ar bobl da gavout trugarez dirak an Ejipsianed, ha Moizez zoken a oa bras-meurbet e bro Ejipt dirak daoulagad servijerien Faraon ha dirak daoulagad ar bobl.
Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU , hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.
Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c’hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv e krogin da sevel ac'hanout dirak daoulagad Israel, evit ma ouezint penaos, evel ma'z on bet gant Moizez, e vin ganit.
War-dro daou-ugent mil den, gwisket evit ar brezel, a dremenas dirak an AOTROU evit stourm, etrezek plaenennoù Jeriko.
Neuze Samuel a grias d'an AOTROU , hag an AOTROU a gasas kurun ha glav en deiz-se. An holl bobl he doe gwall aon rak an AOTROU ha rak Samuel.