Roet ec'h eus dezho rouantelezhioù ha pobloù, ac'h eus lodennet dezho dre gornadoù. Hag e perc'hennjont bro Sihon, bro roue Hesbon, bro Og roue Basan.
Jozue 24:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze em eus degaset ac'hanoc'h da vro an Amoreaned, a oa o chom en tu all d'ar Jordan. Ober a rejont brezel deoc'h, met o lakaet em eus etre ho taouarn, hag e perc'hennjoc'h o bro, hag o distrujet em eus a-zirazoc'h. |
Roet ec'h eus dezho rouantelezhioù ha pobloù, ac'h eus lodennet dezho dre gornadoù. Hag e perc'hennjont bro Sihon, bro roue Hesbon, bro Og roue Basan.
Rak va ael a gerzho dirazout hag a lakaio ac'hanout e bro an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hevianed hag ar Jebuziz, hag e kasin anezho da get.
Ho lakaet em eus ivez da bignat eus bro Ejipt, hag ho renet em eus daou-ugent vloaz er gouelec'h evit perc'hennañ bro an Amoreaned.
Koulskoude em eus distrujet an Amorean dirazo, ma oa e uhelder evel uhelder ar sedrez, hag e greñvder evel hini an derv; distrujet em eus e frouezh en nec'h hag e wrizioù en traoñ.