Faoutet ec'h eus ar mor dirazo, hag ez int tremenet e-kreiz ar mor war ar sec'h. Taolet ec'h eus en donder ar re a rede war o lerc'h, evel ur maen en doureier meur.
Jozue 24:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tennet em eus ho tadoù eus an Ejipt, ha deuet oc'h da gavout ar mor. An Ejipsianed a redas war-lerc'h ho tadoù gant kirri ha marc'hegerien betek ar Mor Ruz. |
Faoutet ec'h eus ar mor dirazo, hag ez int tremenet e-kreiz ar mor war ar sec'h. Taolet ec'h eus en donder ar re a rede war o lerc'h, evel ur maen en doureier meur.
Faoutañ a reas ar mor hag o lakaas da dremen. Derc'hel a reas an doureier evel en ur bern.
Mibien Israel a yeas kuit eus Ramsez evit Sukkod. Bez' e oant war-dro c'hwec'h kant mil den war droad hep kontañ ar vugale vihan.
C'hoarvezout a reas eta an deiz end-eeun, ma tennas an AOTROU mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.
Da lakaet em eus da bignat er-maez eus bro Ejipt, tennet em eus ac'hanout eus an ti sklavelezh, kaset em eus dirazout Moizez, Aaron ha Mari.
Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc’h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec’h distro, e-pad daou-ugent vloaz.
Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec’h, an Ejiptiz o vezañ esaeet tremen a voe beuzet.