La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jozue 24:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Kaset em eus Moizez hag Aaron, ha skoet em eus war an Ejipt, dre ar pezh am eus graet en he c'hreiz. Ha goude em eus tennet ac'hanoc'h er-maez.

Ver Capítulo



Jozue 24:5
13 Referencias Cruzadas  

Hag e lakaas e bobl da vont er-maez gant laouenidigezh, e re zibabet gant kanaouennoù a levenez.


An hini en deus skoet an Ejipt en he re gentañ-ganet, rak e drugarez a bad da viken,


Mibien Israel a yeas kuit eus Ramsez evit Sukkod. Bez' e oant war-dro c'hwec'h kant mil den war droad hep kontañ ar vugale vihan.


Hag a-benn pevar c'hant ha tregont vloaz, deiz evit deiz, c'hoarvezout a reas penaos holl armeoù an AOTROU a yeas kuit eus bro Ejipt.


C'hoarvezout a reas eta an deiz end-eeun, ma tennas an AOTROU mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.


Bremañ eta, deus! Kas a rin ac'hanout da gavout Faraon hag e lakai va fobl, mibien Israel, da vont kuit eus an Ejipt.


Ar re-se eo a gomzas ouzh Faraon roue an Ejipt, evit tennañ mibien Israel eus bro Ejipt. Ar Moizez-se hag an Aaron-se eo.


Tennet em eus ho tadoù eus an Ejipt, ha deuet oc'h da gavout ar mor. An Ejipsianed a redas war-lerc'h ho tadoù gant kirri ha marc'hegerien betek ar Mor Ruz.