La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jozue 23:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

An AOTROU en deus kaset kuit dirazoc'h broadoù bras ha kreñv, ha den n'en deus dalc'het dirazoc'h betek hiziv.

Ver Capítulo



Jozue 23:9
14 Referencias Cruzadas  

e doare ma voe gwall euzhus, o vont war-lerc'h an idoloù, evel m'o doa graet an Amoreaned, en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Ha n'eo ket te, hon Doue, an hini en deus diberc'hennet tud ar vro-mañ dirak da bobl Israel, hag en deus he roet da viken da lignez Abraham, a gare ac'hanout?


Rak va ael a gerzho dirazout hag a lakaio ac'hanout e bro an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hevianed hag ar Jebuziz, hag e kasin anezho da get.


Me o c'haso tamm-ha-tamm a-raok dit, betek ma kreski en niver ha ma lakain ac'hanout da berc'hennañ ar vro.


Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc’hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David.


an AOTROU a gaso kuit dirazoc'h an holl vroadoù-se, hag e teuiot da vestr war broadoù brasoc'h ha kreñvoc'h egedoc'h.


Hag e lakaio e rouaned etre da zaouarn, hag e tilami o anv a-zindan an neñvoù, den ne zalc'ho dirazout betek ma vint aet da get.


Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.


Kaleb a gasas kuit tri mab Anak: Sheshai, Ahiman ha Talmai, bugale Anak.


An AOTROU ho Toue o diboulzo a-zirazoc'h hag o c'haso kuit dirazoc'h, hag e perc'hennot o bro, evel m'en deus lavaret an AOTROU ho Toue deoc'h.


En em stagañ a reot ouzh an AOTROU ho Toue, evel ma hoc'h eus graet betek hiziv.


An AOTROU en deus kaset kuit a-raok deomp an holl bobloù hag an Amoreaned a oa o chom er vro. Ni ivez a servijo an AOTROU , rak hon Doue eo.