Abraham a zianalas hag a varvas en ur gozhni gaer, oadet ha gwalc’het a zeizioù, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.
Jozue 23:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pell amzer goude m'en doa roet an AOTROU diskuizh da Israel eus e holl enebourien a oa en-dro dezhañ, Jozue a oa kozh hag oadet bras, |
Abraham a zianalas hag a varvas en ur gozhni gaer, oadet ha gwalc’het a zeizioù, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.
David a oa kozh hag oadet bras. Goleiñ a raent anezhañ gant dilhad, ha ne domme ket dezhañ.
Rak David a lavaras: An AOTROU Doue Israel en deus roet diskuizh d'e bobl, a vo o chom e Jeruzalem da viken,
Mibien Israel hervez o niveradur, pennoù-tadoù, pennoù a vilieroù hag a gantoù, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c'hevrennoù, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioù ar bloaz, pep kevrenn o vezañ pevar mil den warn-ugent.
Hag Abija a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. Hag Asa e vab a renas en e lec'h. En e amzer, ar vro a voe en diskuizh e-pad dek vloaz.
Lemel a reas eus holl gêrioù Juda an uhellec'hioù hag ar peulioù-heol. Hag ar rouantelezh a voe en diskuizh dirazañ.
Spered an AOTROU en deus o renet goustadik, evel ul loen a ziskenn en un draonienn. Evel-se eo ec'h eus renet da bobl, evit ober evidout un anv glorius.
Lavarout a reas dezho: Oadet on hiziv a gant ugent vloaz, ne c'hellin ken mont na dont, hag an AOTROU en deus lavaret din: Ne dremeni ket ar Jordan-se.
Jozue a gemeras eta an holl vro hervez kement en doa lavaret an AOTROU da Voizez; Jozue a roas anezhi da Israel evel hêrezh, hervez o meuriad pep a lodenn. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.
Jozue a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU a lavaras dezhañ: Te a zo kozh hag oadet bras, hag e chom ur vro bras-meurbet da berc'hennañ.
An AOTROU a roas dezho diskuizh a bep kostez, evel m'en doa touet d'o zadoù, hag hini ebet eus o enebourien ne zalc'has dirazo; an AOTROU a lakaas o holl enebourien etre o daouarn.
Bremañ an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d'ho preudeur, evel m'en doa lavaret. Distroit eta bremañ, kit d'ho teltennoù, d'ar vro a zo deoc'h, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu all d'ar Jordan.
He bremañ setu ar roue a gerzh a-raok deoc'h. Evidon-me, me a zo kozh, gwenn eo va fenn, ha setu, va mibien a zo ganeoc'h. Kerzhet em eus a-raok ac'hanoc'h adalek va yaouankiz betek hiziv.