Jozue 22:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mibien Israel a glevas lavarout: Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase o deus savet un aoter a-dal da vro Ganaan, e rann-vro ar Jordan, en tu all da vibien Israel. |
An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d’ar bez, pa oa c’hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec’h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.
Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.
An dud-mañ a yeas war o lerc'h war hent ar Jordan betek ar roudouzioù, hag e voe prennet an nor goude ma oa aet kuit ar re a yae war o lerc'h.
Dont a rejont da rann-vro ar Jordan, a zo e bro Ganaan; mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a savas eno un aoter tost d'ar Jordan, un aoter a ziskouez bras.
Evel-henn he deus lavaret holl vodadenn an AOTROU: Petra eo an torfed-se hoc'h eus graet a-enep Doue Israel? Perak hoc'h eus en em zistroet hiziv diouzh an AOTROU en ur sevel un aoter evit enebiñ hiziv ouzh an AOTROU?
Mard eo dic'hlan ar vro a berc'hennit, tremenit er vro a zo d'an AOTROU , e-lec'h ma chom tabernakl an AOTROU , hag e vo ho talc'h en hon touez. Met n'enebit ket ouzh an AOTROU ha na bellait ket diouzhimp, en ur sevel un aoter deoc'h, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue.
Galaad a dapas roudouzioù ar Jordan a-raok ma erruas re Efraim eno. Ha pa lavare unan eus tec'hidi Efraim: Lez ac'hanon da dremen! tud Galaad a lavare dezhañ: Eus Efraim ez out? Hag e lavare: Nann.