Sara a varvas e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuas d'ober kañv da Sara ha da ouelañ dezhi.
Jozue 21:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned e voe roet: Kirjad-Arba, tad Anak, a zo Hebron, e menez Juda, gant an douaroù tro-dro; |
Sara a varvas e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuas d'ober kañv da Sara ha da ouelañ dezhi.
Jakob a zeuas etrezek Izaak e dad da v-Mamre e Kirjad-Arba, a zo Hebron, e-lec'h ma oa bet o chom Abraham hag Izaak.
A-benn daou-ugent vloaz, e lavaras Absalom d'ar roue: Da bediñ a ran ma'z in da Hebron, evit seveniñ ar gouestl am eus graet d'an AOTROU.
Anv Hebron a oa gwechall Kirjad-Arba, hag a oa bet un den galloudek e-touez an Anakim. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.
Evit mibien Aaron, eus tiegezh ar Gehatited, a oa mibien Levi, a voe al lodenn gentañ degouezhet evito,
Juda yeas a-enep ar Gananeiz a oa o chom en Hebron, anv Hebron a oa diagent Kirjad-Arba, ha Juda a bilas Sheshai, Ahiman ha Talmai.