Setu amañ o chomlec'hioù, hervez o c'hlozioù, en o harzoù. Da vibien Aaron eus tiegezh ar Gehatited, pa voe tennet d'ar sord evito,
Jozue 21:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evit mibien Aaron, eus tiegezh ar Gehatited, a oa mibien Levi, a voe al lodenn gentañ degouezhet evito, |
Setu amañ o chomlec'hioù, hervez o c'hlozioù, en o harzoù. Da vibien Aaron eus tiegezh ar Gehatited, pa voe tennet d'ar sord evito,
Mibien Kehad: Amram, Jizehar, Hebron hag Uziel. Bloavezhioù buhez Kehad a voe kant tri bloaz ha tregont.
Diouzh Kehad e tiskenn tiegezh an Amramited, tiegezh ar Jizeharited, tiegezh an Hebronited ha tiegezh an Uzielited; ar re-se eo tiegezh ar C'heatited.
Gra an niveradeg eus mibien Kehad a-douez mibien Levi, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù,
Ar sord a zegouezhas da diegezhioù ar Gehatited. Ha mibien Aaron an aberzhour, a-douez al Levited, o doe dre ar sord trizek kêr, diwar veuriad Juda, diwar veuriad Simeon ha diwar veuriad Benjamin.
Reiñ a rejont eta diwar veuriad mibien Juda ha diwar veuriad mibien Simeon ar c'hêrioù-mañ, a vo galvet dre o anvioù.