Sara a varvas e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuas d'ober kañv da Sara ha da ouelañ dezhi.
Jozue 20:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda. |
Sara a varvas e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuas d'ober kañv da Sara ha da ouelañ dezhi.
eus meuriad Neftali, Kedesh e Galilea gant he fabourzioù, Hammon gant he fabourzioù, Kirjataim gant he fabourzioù.
Ar c'hêrioù a roiot d'al Levited a vo ar c'hwec'h kêr-repuiñ, ma tec'ho enno ar muntrer, hag e roiot ouzhpenn div gêr ha daou-ugent.
gant ma viri an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv ha ma ri diouto, evit karout an AOTROU da Zoue ha kerzhout atav en e hentoù, e lakai c'hoazh teir c'hêr war an teir-se,
Anv Hebron a oa gwechall Kirjad-Arba, hag a oa bet un den galloudek e-touez an Anakim. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.
Roet e voe da Galeb mab Jefune ul lodenn e-touez mibien Juda, hervez gourc'hemenn an AOTROU da Jozue, Kirjad-Arba, a zo Hebron; Arba a oa tad Anak.
Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.
roet e voe eta da vibien Aaron an aberzhour ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Hebron gant he douaroù, Libna gant he douaroù,
roet e voe dezho ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Sichem gant he douaroù e menez Efraim, Gezer gant he douaroù,
diwar veuriad Neftali, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Kedesh e Galilea gant he douaroù, Hammod-Dor gant he douaroù, Kartan gant he douaroù, teir c'hêr.
Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.
Abimelek mab Jerubbaal a yeas da Sichem da gavout breudeur e vamm, hag e komzas outo hag ouzh holl diegezh tad e vamm o lavarout: