Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,
Jozue 20:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar red ar veñjer-gwad war e lerc'h, ne roint ket ar muntrer etre e zaouarn, rak lazhet en deus e nesañ hep rakpreder, hep kasoni outañ diagent. |
Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,
Bez' e vo ar c'hêrioù-se evidoc'h lec'hioù-repuiñ rak ar veñjer, evit na varvo ket ar muntrer a-raok mont dirak ar vodadenn evit bezañ barnet.
Ar vodadenn a zieubo ar muntrer eus dorn ar veñjer-gwad hag a lakaio anezhañ da zistreiñ er gêr-repuiñ e oa tec'het enni, hag e chomo eno betek marv an aberzhour-meur bet olevet gant an eoul santel.