David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.
Jozue 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mard a unan bennak anezho er-maez eus dorojoù da di, e wad a vo war e benn ha ni a vo didamall, met evit ar re a vo ganit en ti, o gwad a vo war hor penn mar befe lakaet an dorn war unan bennak anezho. |
David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.
Seul vuioc'h, p'o deus tud fall lazhet un den mat en e di, war e wele, daoust ha ne adc'houlennin ket bremañ e wad eus ho torn, ha n'ho tilamin ket a-ziwar an douar?
An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.
Ar gwad a vo evidoc'h un arouez war ho tiez e-lec'h ma viot. Me a welo ar gwad hag e tremenin dreist deoc'h, ha ne vo gwalenn a gastiz ebet en ho touez pa skoin war vro Ejipt.
Kemerit ur boked sikadez, soubit anezhañ er gwad a vo er girin, ha sparfit gourin ha daou bost an nor gant gwad eus ar girin. Ra n'aio hini ac'hanoc'h er-maez eus e di betek ar beure.
An AOTROU a dremeno evit skeiñ war an Ejipt hag a welo ar gwad war ar gourin ha war an daou bost; an AOTROU a dremeno dreist an nor ha ne lezo ket an distrujer da vont da skeiñ en ho tiez.
Mar kousk un den gant gwreg e dad, e tizoloio noazhder e dad; bez’ e vint o-daou lakaet d’ar marv, o gwad a vo warno.
Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv; milliget en devo e dad pe e vamm, e wad a vo warnañ.
Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.
Paol a lavaras d’ar c’hantener ha d’ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mañ er vatimant, ne c’hellot ket bezañ saveteet.
ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?
Bremañ eta, touit din me ho ped, dre an AOTROU , penaos, evel ma em eus diskouezet madelezh en ho keñver, e tiskouezot ivez madelezh e-keñver ti va zad; roit din ur brouenn asur,
Ar baotred a respontas: Hor buhezioù evit ho re ma ne zisklêriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keñver.